Текст песни «Karantez Vro»

Исполнитель: Nolwenn Leroy

Текст

E korn va c’halon 'zo ur gleizhenn 'Baoe va yaouankiz he dougan Rak, siwazh, an hini a garen Ne gare ket pezh a garan. En na gare nemet ar c’heriou, Ar moriou don, ar broiou pell, Ha ne garen 'met ar maeziou, Maeziou ken kaer va Breizh-Izel. Ret' voe didab 'tre div garantez: Karantrez-vro, karantez den. D’am bro am eus gouestlet va buhez Ha lezet da vont 'n hini 'garen. Biskoazh klevet kelou outan. Ar gleizhenn em c’halon zo chomet Pa ne gare ket pezh a garan Pep den a dle heuilh e donkadur: Honnezh eo lezenn ar bed-man. Gwasket 'voe va c’halon a-dra-sur, Met 'gare ket pezh a garan. Dezhan pinvidigezh, enoriou, Din-me paourentez ha dispriz. Met 'drokfen ket evit tenzoriou Va Bro, va Yezh ha va Frankiz.