Текст песни «Bro Gozh Va Zadou»

Исполнитель: Nolwenn Leroy

Текст

«Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro ! Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro. Dispont kreiz ar brezel, hon tadou ken mat, A skuilhas eviti o gwad. O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro. Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro. Ra vezo digabestr ma Bro ! Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar Varzhed, N’eus bro all a garan kement 'barzh ar bed, Pep menez, pep traonienn, d’am c’halon zo kaer, Enne kousk meur a Vreizhad taer ! Ar Vretoned 'zo tud kalet ha krenv; N’eus pobl ken kalonek a zindan an nenv, Gwerz trist, son dudius a ziwan eno, O ! pegen kaer ec’h out, ma Bro ! Mar d’eo bet trec’het Breizh er brezeliou bras, He yezh a zo bepred ken beo ha bizkoazh, He c’halon birvidik a lamm c’hoazh 'n he c’hreiz, Dihunet out breman, ma Breizh